Donemat er Wikimammenn
|
► Arroud Jakez Riou, Geotenn ar Werc’hez :
GEOTENN AR WERC’HEZ
Bep mintin e tarzhe broñsoù hag e tigore bleunioù nevez. An tommheolig a varelle ar peurvanoù ha letonennoù an hent ; ar glizin, ar penn-glas a ziwane er gwasked, e diribin ar c’hleuzioù troet ouzh ar c’hreisteiz, hag ar velionenn en em andore e geot al lezennoù. Er foenneier e krene beskennoùigoù ar c’hilked-broan ha kurunenn wenn an dro-heol. Ar valafenn hedro o fismige hag a floure o bleud gant hec’h eskell voulouz-seiz. Hag er girzhier, an drask, ar rujodenn, an tinter, ar golvan a richane d’an heol ; ar voualc’h a c’hwibane er strouezh, eilet a-bennadoù gant ar borzevelleg louet. Kemenn a raent an eil d’egile e livrine brulu an torgennoù hag e kammigelle an nadoz-aer a-hed ar stivelloù, ken mibin hag he skeud en dour. An nevez-amzer a oa deut abred.
Edo Lotea o pignat gant ar c’harr-hent, bet o kerc’hat, er gêr dostañ, ur gazeliad geot ar Werc’hez da vleuniañ dor he zi. Mousc’hoarzhin a reas din gant ur mousc’hoarzh trist ha stummet diheverz. Azezañ ’reas ouzh man ar c’hleuz evit kemer anal. Un aezhenn glouar a hiboude a-us dezhi e trollennoù al lavrig hag ar gwezvoud.
Divougenn ha muzelloù Lotea a oa savet warno bleunioù, livrin e-giz ar brulu ; ha sklaeraet e kavis he daoulagad, a liv gant an oabl boull.
|
Dastum a ra ar Wikimammenn testennoù hag a zo en domani foran, pe embannet gant aotreoù-implij frank. Gwelout ar pajennoù savet nevez zo : Pajennoù nevez.
RaktresoùMa fell deoc’h reiñ dorn e c’hellit, da skouer :
En davarn e tiviz kenlabourerien ar Wikimammenn. Deuit da evañ ur banne ganeomp ! Gallout a rit klask gouzout penaos e vez kemmet ar pajennoù er Wikimammenn:poull-traezh. Un tamm skoazell a c’heller kavout amañ : Skoazell. Istor Wikimammenn
|
![]() |
Wikipedia Holloueziadur |
![]() |
Commons Bank roadennoù liesvedia |
![]() |
Meta-Wiki Kenurzhiañ |
![]() |
Wikilevrioù Levrioù frank |
![]() |
Wikiroadennoù Diaz anaoudegezh |
![]() |
Wikikeloù Keloù digor |
![]() |
MediaWiki Diorren poelladoù |
![]() |
Wikiarroud Dastumad arroudennoù |
![]() |
Wikeriadur Al levraoueg dieub |
![]() |
Wikispesad Roll ar spesadoù bev |
![]() |
Wikiskolveur Binvioù frank evit deskiñ |
![]() |
Wikibeaj Sturlevr beajiñ |